|
I Ann aour ieoten a zo falc'het; Brumenni raktal en deus gret. - Argad! - - Brumenni ra, a lavare Ann ozac'h-meur eus lein Are; - Argad! - Brumenni, teir zun zo, tenval Ken tenval, war zuio bro C'Hall, Ken n'hallan gwelet e nep kiz Ma mab o tonet war e giz. Marc'hadour mad, o vale bro, Klevaz-te roud ma mab Karo? - Boud awalc'h, tad koz an Are Daoust penoz eo, ha pe zoare? - Den a skiant, den a galon; Eet gand ar c'hirri da Roazon; Eet da Roazon gand ar c'hirri, Tennerien out-ho tri-ha-tri; Droug-kinnig Breiz gant-ho, hebri; Hag hen rannet 'tre peb hini, - Mar d-eo ho map ar c'hinniger, He c'hortoz a reot enn-aner: Pa eet da boeza ann arc'hant, Fallout a eure tri war gant; Ken a lavaraz ar merer; - Da benn, gwaz, a rai ann arfer. Ha peg en e glenv en deus gret, Ha penn ho map en deuz troc'het. Hag enn he vleo en deuz kroget, Hag er skudel neuz hen tolet.- An ozac'h koz dal' m'he glevaz, Tost a oa d'ean ken na zemplaz; War ar garreg a gouezaz krenn, Kuzet he zremm gand he vleo gwenn; He benn enn dorn, o lenva maour: - Karo, va mab, va mabig paour! - II Ann ozac'h-meur o vont enn hent, Gant han war he lerc'h he gerent; Ann ozac'h-meur o vont e-biou E-biou ker-veur Neunmenoiou - Leveret-hu d'in penn-treizer Hag hen ma ann aotrou er ger. - Pe ma hen, pe hen ne, ma ket, Doue r'hen dalc'ho e iec'hed! - Oa ket peur lavaret e c'her, P'oa digouet ann aotrou er ger; Digouet er ger euz a hersal, Ha chas braz a-rog o fragal; Enn he zorn he warek gant-ha, Hag eur penn-moc'h gwez war e skoa, Ha fresk-beo ar goad o redek War he zorn gwenn, demeuz he vek. - Mad-d'hoch! mad-d'hoch! meneziz da; Ha d'hoc'h, ozac'h-meur, da genta. Petra zo c'hoarvet a neve? Petra gen-hoc'h digan-e-me? - Deut omp da c'hout hag hen'z euz reiz; Doue enn nenv ha tiern e Breiz. - Doue 'z euz enn nenv, a gredann, Ha tiern e Breiz, ma her gelann. - Ann neb a venn, hennez a c'hall; Ann enb a c'hall a gas ar Gall, A gas ar Gall, a harp e vro, Hag evit hi ter ha tero! Kerkouls evit beo ha maro, Evid on ha va mab Karo, Va mabig Karo dibennet Gand ar gall esgumuniget; Dibennet, flour, penn-melen-mell, Da beurgompeza ar skudel! - Hag hen da oela, ken a ieaz He zaerou beteg he varv glaz, Ken a lugerne evel gliz War vleun lili, pa strink ann deiz. Ann aotrou, pa'n deuz her gwelet, Toui ru spontuz en deuz gret. - Me hen toue penn ar gwez-man, Hag ar zaez a flemmaz anean, Kent ma gwalc'hinn goad va dorn deo, Am bo gwalc'het gouli ar vro! - III Ann Neumenno ou en deuz gret Pez na reaz bis tiern e-bed: Mont gand sier war ann ochou, Evit dastumi meinigou, Meinigou da gas da ginnik Da verer ar roue moalik. Ann Neumenoiou en deux gret, Pez na reaz bis tiern e-bed: Houarna he varc'h gand arc'hant fin, Hogen he houarna gin-oc'h-gin. Ann Neumenoiou en deus gret Pez na rai biken tiern e-bed: Monet da bea ar c'hinnig, Evit-han da voud pendevik. -Digoret frank persier Roazon, Ma 'z inn tre er ger war-con. Ann Neumenoiou zo aman, Kirri leunn a arc'hant gant-han. -Diskennet, otrou, deut enn ti, Ha list ho kirri er c'hardi, Ha list ho marc'h gwenn gand ar flec'h, Ha deut hu da goania d'ann nec'h. Deut da goania, 'kent, da walc'hi; Korna 'reer ann dour; klevet-hui? -Gwalc'hi rinn, otrou, bremaik, Pa vezo poezet ar c'hinnig.- Kenta sac'h a oe digaset, Hag en er c'hiz mad liammet, Kenta sac'h a oe digaset, Ar poez enn han a oe kavet, Eilved sac'h a oe digaset, Kompez ive a oe kavet, Tride sac'h oe poezet: -Hola! Hola! Hola! Fallout a ra!- Ar merer evel m'her gwelaz, He zorn war ar sac'h astennaz; El liammou a grogaz krenn, O klask ann tu d'ho dieren. -Gortoz, gortoz, otrou merer; Va c'hleze ho droc'ho e-berr !- Oa ked he gomz peurlavaret, Pa oa he gleze diwennet, Ha gand penn ar Gall daoubleget Rez he ziou-skoa skoi en deus gret, Ken 'droc'haz ,kik hag alfeien Ha sug eur skudel c'hoaz oc'hpenn. Ha kouezet er skudel ar penn, Hag hi kompez mad evel-henn. Hogen sellet-hu trouz er ger: -Arz al lazer! arz al lazer! Ma kuit! ma kuit! koset goulou; Deomp timad da heul he roudou! -Keset goulou; mad a refet Du ann noz hag ann hent skornet, Nemet ma usfec'h ho poutou, 'M euz aon, o tont war va roudou, Ho poutou ler glaz alaouret; Ho skudili na uzot ket, Ho skudili aour gwech ebet, O poeza mein ar Vretoned Argad! |